Judit Bro-C'hall
Neuz
Judit Bro-C'hall, pe Judit Flandrez, (war-dro 843-870) a oa rouanez Wessex ha goude kontez Flandrez
Merc'h e oa da Garl Voal ha da Ermentruda Orleañs, a oa merc'h da Odon Orleañs .
Dimeziñ a reas teir gwech:
- da Æthelwulf (795 † 858), roue Wessex d'ar 1añ a viz Here 856 e Verberie.
- d'e vab Æthelbald (829 † 860), roue Wessex e 858. Ur mab he doe gantañ:
- Baldwin Brec'h houarn (837 - 879). Skrapet e oa bet gant Baldwin, met dre ma oa en em glevet gant he skraper e c'houlennas roue Bro-C'hall ma vije eskumunuget , ha graet e voe gant ur c'huzul eskibien. Aotreet e voent da zimeziñ koulskoude gant ar pab Nikolaz 1añ, ha graet e voe an eured en Auxerre e 863 . Daou vugel o doe:
- Baldwin II , lesanvet Baldwin Voal (862 -† 918
- Ralf Flandrez (865 -† 900)